Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan |
Lealded | Impalaeriezh Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 山本五十六 |
Anv-familh | Yamamoto |
Anv e kana | やまもと いそろく |
Deiziad ganedigezh | 4 Ebr 1884 |
Lec'h ganedigezh | Nagaoka |
Deiziad ar marv | 18 Ebr 1943 |
Lec'h ar marv | Bougainville Island |
Abeg ar marv | Killed in action, ditching |
Lec'h douaridigezh | Tama Cemetery |
Yezh vamm | japaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | japaneg, saozneg |
Yezh implijet dre skrid | japaneg |
Micher | ofiser |
Bet war ar studi e | Skol-veur Harvard, Naval War College, Imperial Japanese Naval Academy |
Deroù ar prantad labour | 1904 |
Grad milourel | amiral |
Brezel | Brezel etre Japan ha Rusia, emgann Midway, Eil Brezel-bed, Operation Vengeance |
Korf an arme | Morlu Impalaeriezh Japan |
Military casualty classification | Killed in action |
Rummad tost | Category:Cultural depictions of Isoroku Yamamoto |
Isoroku Yamamoto (japaneg: 山本五十六, Yamamoto Isoroku, ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1884 hag aet da anaon d'an 18 a viz Ebrel 1943, a oa un amiral japanat e-pad hanterenn gentañ an Eil brezel bed. Bet eo unan eus tud pouezusañ istor an Eil Brezel-bed. E penn morlu Japan e oa ha gantañ e voe aozet bombezadeg dic'hortoz Pearl Harbor.
Alies-kenañ e vez kontet e-touez gwellañ strategourien an Eil Brezel-bed. Komprenet en doa buan ar pezh a roe al listri-spluj hag an dougerioù kirri-nij an tu d'ober. Rakwelet en doa fin mestroni hag aotrouniezh Bro-Japan er Meurvor Habask (hervezañ ne badfe nemet c'hwec'h miz pe ur bloavezh, ar pezh a oa gwir peogwir c'hwec'h miz goude tagadenn Pearl Harbor, ar Japaniz a oa trec'het en emgann Midway).
Betek ar fin eo chomet leal d'an impalaeriezh memes m'en doa komprenet penaos e echufe ar brezel. Mervel a reas d'an 18 a viz Ebrel 1943 pa oa distrujet ar bombezer a gase anezhañ hag ar c'hirri-nij a ambrouge anezhañ gant un dagadenn amerikan savet a-ratozh.